Hot dog
| Iskevrennad eus | meuz, charkuterezh pastezer, sausage sandwich, street food |
|---|---|
| Implij | eating, hot dog eating contest |
| Anvet diwar | Vienna, Coney Island, ki |
| Bro orin | Stadoù-Unanet, Alamagn |
| Danvez implijet | hot dog bun, chaous, Vienna sausage, baked good |
| Dizoloer pe ijiner | Charles Feltman |
| Cuisine | Keginerezh Stadoù-Unanet Amerika |
| Arouezenn Unicode | 🌭 |
An hot dog[1] pe hot-dog[2] a zo ur sandwich ijinet e SUA, graet gant ur silzigenn Frankfurt pe ur silzigenn Vienna etre daou damm hir bara briochet[3]. Ouzhpennañ a c'haller aozennoù ha temzoù-boued a bep seurt evel sezv, ketchup, relish, ognon, hag hiliennoù (maionez, barbecue, chutney…). Ar silzigenn a c'hall bezañ grilhet, bervet, pe fritet zoken.
Silzig industriel an hot-dog a zo graet gant kig-bevin, kig-moc'h, kig-yar-indez, kig-yar pe kig-leue, gant dour ha gant druz[4]. Er Stadoù-Unanet eo bevennet da 30% an dregantad a zruz ha 10% ar c'henfeur dour, forzh peseurt kig a vefe implijet[5].
Anvioù hag istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
« Hot-dog » a dalv ki tomm e brezhoneg. Ar ger « dog » a zo bet implijet e saozneg evel un heñvelster eus « silzigenn » abaoe 1886. Hot dog a rae dave d'ar silzigenn hepken da gentañ eta, ha goude d'ar sandwich a-bezh.
Rekipe silzig Frankfurt (frankfurter) a voe degaset d'ar Stadoù-Unanet gant enbroidi alaman. Berzh bras a reas ar sandwich e Brooklyn da gentañ, ur c'harter eus New York, e dibenn an XIXvet kantved, a-raok en em strewiñ dre ar vro a-bezh.
E spagnoleg e vez lâret perro caliente (ki tomm) eus an dra-se. E Chili ez eus ur sandwich tomm brudet hag a zo evel un hot-dog bihan, ennañ tomatez drailhet, yod avoukez ha maionez, ha « completo » a vez graet anezhañ.
E bed an arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1989 e voe prenet ur skouerenn eus Hot Dog (Food and Drink), un oberenn eus 1964 gant al livour Roy Lichtenstein, gant ar Greizenn Pompidou e Pariz[6].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez an doare-skrivañ saoznek.
- ↑ Hervez GBaH ha Termofis.
- ↑ Le Pourquoi du comment - Le best Of gant Daniel Lacotte, p.25, Albin Michel, 2013-04-09, (ISBN 978-2-226-28840-0), gwelet d'ar 2020-11-04.
- ↑ Marie-Pier Marceau, Toute la vérité sur les saucisses à hot-dog, Pratico-Pratiques.
- ↑ (en) The Evolution of Hot Dogs, h2g2.com, 21 a viz Meurzh 2016.
- ↑ Hot Dog, Kreizenn vroadel arz ha sevenadur Georges-Pompidou.