Pol Pot
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Anv e yezh-vamm an den | ប៉ុល ពត |
| Anv ganedigezh | សាឡុត ស |
| Anv-familh | Pol |
| Lesanv | Pol Pot |
| Deiziad ganedigezh | 19 Mae 1925 |
| Lec'h ganedigezh | Prek Sbauv |
| Deiziad ar marv | 15 Ebrel 1998 |
| Lec'h ar marv | Anlong Veng District |
| Lec'h douaridigezh | Anlong Veng District |
| Tad | Saloth Phem |
| Breur pe c'hoar | Saloth Chhay, Loth Suong |
| Pried | Khieu Ponnary |
| Yezhoù komzet pe skrivet | kmereg |
| Kondaonet evit | muntr |
| Kondaonadur | house arrest |
| Micher | politiker, ofiser |
| Karg | General Secretary of the Communist Party of Kampuchea, Kentañ Ministr Kambodja, Kentañ Ministr Kambodja |
| Bet war ar studi e | EFREI, Lycee Sisowath |
| Bet studier da | Keng Vannsak |
| Deroù ar prantad labour | 1963 |
| Dibenn ar prantad labour | 1997 |
| Strollad politikel | Communist Party of Kampuchea, Party of Democratic Kampuchea, Cambodian National Unity Party |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh |
| Grad milourel | jeneral |
| Brezel | Brezel Vietnam, Cambodian Civil War |
| Luskad | classical radicalism, Maoouriezh, Anticolonialism, anti-capitalism, agrarianism |
| Prizioù resevet | Hero of the Republic, Order of the National Flag |
Pol Pot (ganet Saloth Sâr) d'an 19 a viz Mae 1925 hag marvet d'ar 15 a viz Ebrel 1998 a oa ur reveulzier kambodjan, diktatour, ha politikour a oa bet penn Kambodja evel kentañ ministr eus ar C'hampuchea Demokratel etre 1976 betek 1979. Diazez ideologel Pol Pot a oa ar gomunouriezh met krouet e oa bet gantañ un ideologiezh ethnobroadelour Khmer. E penn al luskad komunour kambojan e oa, ar Khmered ruz, eus 1963 betek 1997 ha bet e oa bet Sekretour meur Strollad Komunour Kampuchea eus 1963 betek 1981. Drezhañ hag e velestradurezh e voe kemmet Kambodja en ur vro komunour gant ur strollad nemetken ha kaset da benn ar Gouennlazh Kambodjat.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok degouezhout e Pariz e voe desket er gelennadurezh boudhist. E Frañs e heulias ur stummadur war ijinerezh an tredan.
E 1953 e tistroas da Gambodja, da b-Phnom Penh, ma kelennas galleg.
Emezelañ e reas da Strollad Komunour Kambodja ha sekretour-meur e voe e 1962.
Gant sikour riez Sina e krogas da stourm e 1963.
D'ar 17 Ebrel 1975 ez eas tre gant e lu e Phnom Penh. E penn ar C'hampuchea demokratel e voe.
Skarzhañ a reas an dud eus ar c'hêrioù evit kas anezho war ar maez. Brezel a reas ouzh ar Viêt Nam ha rediet e voe da dec'hout kuit met ne zilezas ket ar stourm outo avat. 1 den diwar 5 a varvas er vro abalamour dezhañ.
E 1998 e voe lazhet pa oa disrann e diabarzh e gosteziad tud.
