Mont d’an endalc’had

Slug

Eus Wikipedia
Ur slug doare brenneke.

Ur slug («melc’hwedenn», diwar ar saozneg) zo ur vannadell bonner savet diwar plom, laton pe danvezioù all, graet evit bezañ tennet gant ur fuzuilh flour he c'hanol. Bras eo kalibroù ar slugoù hag uhel o galloud-distruj. Implijet e vezont gant chaseourien a-enep bronneged bras peurgetket, koulz ha gant nerzhioù surentez e broioù zo.

Termenadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e vez brenneke a-wechoù dre wreskanvadur, met un doare slug e-touez reoù all eo ar brenneke[1]. E saozneg, "slug" a dalvez "melc’hwedenn" : roet eo bet an anv-mañ d’ar bannadelloù abalamour dezhe da vezañ gorrekoc’h ha ponneroc’h evit ar boledoù klasel tennet en armoù rizennet[2].

Istor ha doareoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar boledoù Minié, ijinet er bloavezhioù 1840[3],a c'hall bezañ gwelet evel mammenn ar bannadelloù slug a-vremañ, pa oa o fal stabilaat ur vannadell tennet eus ur c'hanol flour.

Ijinet e voe ar boled brenneke kentañ e 1898 gant an Alaman Wilhelm Brenneke[4], evit reiñ an tu d’ar fuzuilhoù flour o c’hanol da dennañ ur boled nemetken, galloudusoc’h evit ar plomoù. Rizennet eo an darn vrasañ eus ar boledoù slug ; n'eo ket evit lakaat anezhe da dreiñ warne o-unan pa vezont tennet dre ret, met evit aesaat o zremen en holl ganolioù, chokes a bep seurt war lod anezhe. Slugoù zo a zo kelc'hiet gant ur votez evit heñchañ anezhe er c'hanol.

Doareoù slug

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn ar brenneke orin, dezhi ur vannadell vegek e plom gant rizennoù a-dreuz hag ur vourrell, e c'haller menegiñ doareoù all :

  • boled Wonder : stumm ur grannenn gleuz e plom, gant ur pikern en adreñv. Bet ijinet e 1974 gant an armeurer gall Georges Prévot evit bezañ war un dro toullus, emledus ha gouest da zarnaouiñ[5].
  • boled Foster : stumm ur grannenn ront he fenn, kleuz.
  • boled Blondeau (Bro-C'hall, 1961) : penn e stumm ur bladenn, korf eeun strizh, adreñv e stumm ur pikern troet[6].
  1. (fr) LAMOTHE Arnaud, Guide pratique des armes à feu, 2025, p. 62-63, ISBN 979-10-415-6214-5
  2. (fr) Slug et Foster : la ballade...des balles à daims !, F.C.M. 25.00, 06/11/2021 (lennet d'an 10/01/2026)
  3. (en) SHOOP Isaac, Small but deadly: The Minié ball, The Gettysburg Compiler, 30/04/2019 (lennet d'an 10/01/2026)
  4. (en) Company history war lec'hienn Brenneke (lennet d'an 10/01/2026)
  5. (fr) Cartouches à Balle Prévot 14 mm Balle Wonder : Histoire et Usage, Tir Sportif Chabris (lennet d'an 10/01/2026)
  6. (fr) Balles Blondeau, Le sanglier de A à Z (lennet d'an 10/01/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan