Tacuinum Sanitatis
Neuz

An Tacuinum (pe Taccuinum) Sanitatis zo un dornskrid krennamzerel diwar-benn ar yec'hed, savet diwar an Taqwim al‑sihha (pe تقويم الصحة en arabeg, da lavarout eo Taolennoù ar yec'hed), ul levr medisinerezh arabek skrivet gant Ibn Butlan; meur a zoare latin zo d'an oberenn-se, gant dornskridoù skeudennaouet fonnus.
Brudet mat e oa an Taccuinum en Europa ar c'hornôg e dibenn ar Grennamzer, ken e vez graet taccuino en italianeg hiriv eus ne vern pe zornlevr pe kaier. Ul levr a bouez eo evit studiañ medisinerezh ar Grennamzer, kenkoulz hag al labour-douar pe al louzoù.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koulzoù-amzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nevezamzer: tomm ha gleborek
- Hañv: tomm ha sec'h
- Diskaramzer: yen ha sec'h
- Goañv: yen ha gleborek
Magadurezh tomm ha sec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Magadurezh yen ha gleborek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kerez: yen ha gleborek
- Orañjez: yen ha gleborek
- Pastekez: yen ha gleborek
- Koulourdrenn: yen ha gleborek
