Mont d’an endalc’had

Paul Dukas

Eus Wikipedia
Paul Dukas
Anv Paul Abraham Dukas
Ganet 1 a viz Gouere 1865
Pariz (Bro-C'hall Bro-C'hall)
Marvet 17 a viz Mae 1935
Pariz (Bro-C'hall Bro-C'hall)
Micher(ioù) Sonaozour
Doare(où) Sonerezh klasel
Relegoù ludu Paul Dukas er vered Père Lachaise, Pariz
Plakenn ouzh annez Paul ha Suzanne Dukaz e Pariz.

Paul Abraham Dukas, ganet d'an 1 a viz Gouere 1865 e Pariz ha marvet d'ar 17 a viz Mae 1935 e Pariz ivez, a oa ur sonaozour gall.

Un nebeud eus e oberennoù zo bet embannet hepken, dre ma taole kement raktres na gave ket peurlipet a-walc'h. Brudet eo dreist-holl evit e varzhoneg sinfoniek L'apprenti sorcier, daoust ma aozas oberennoù meur all evel an opera Ariane et Barbe-Bleue, ar sinfonienn Symphonie en ut majeur, ar sonadenn Sonate en mi bémol mineur evit ar piano, hag ur varrez anvet La Péri. Ouzhpenn aozañ sonerezh e oa ur sonvarnour, hag ur c'helenner koulz e Skol sonerezh Pariz (Conservatoire national supérieur de musique et de danse) hag e Skol normal sonerezh Pariz.

Eil mab ur familh yuzev e oa Paul Dukas. E dad, Jules Jacob Dukas, a oa ur banker ; ur bianoourez e oa e vamm, Eugénie, a varvas en ur wilioudiñ pa oa Paul en e bemp bloaz.

Deskiñ seniñ ar piano evel e vamm a eure Paul, ha d'e 14 vloaz e krogas da aozañ sonerezh. Goude e studi el likez Turgot e 1881, pa oa 16 vloaz, ec'h eas da Skol sonerezh Pariz, ma teskas ar piano, ar glotadouriezh hag ar sonaozañ. E-touez e gamaladed edo Claude Debussy. E-keit-se ec'h aozas Paul Dukas Goetz de Berlichingen (1883) ha Le Roi Lear (1883). Dianket e oa bet skrid ar pezh diwezhañ-se, hogen adkavet e voe er bloavezhioù 1990 ha sonet e voe e 1995 evit ar wech kentañ.

D'e ganadenn Velléda e voe deroet an eil Priz Roma e 1888, pa oa 23 bloaz ar sonaozour, a voe ken dipitet ma kuitaas Skol sonerezh Pariz bloaz war-lerc'h. Goude e servij soudard ec'h eas da sonvarnour ha da sonaozour a vicher[1].

Adalek 1892 neuze e skrivas pennadoù skridvarnouriezh e meur a gelaouenn arbennik, hag er memes bloaz e voe sonet e oberenn vicherel gentañ, Polyeucte, awenet gant pezh-c'hoari Pierre Corneille ha levezonet gant sonerezh Richard Wagner.

Berzh a reas L'apprenti sorcier e 1897, ken e voe klevet choazh 43 bloaz diwezhatoc'h er film Fantasia gant Walt Disney e 1940.

E 1907 e voe c'hoariet e opera Ariane et Barbe-Bleue. Daoust d'ar berzh e voe darbet dezhañ distruj dornskrid e varrez La Péri, a voe c'hoariet memestra e 1912. Kalz skridoù a voe distrujet gantañ evel-se.

E 1915, Suzanne Pereyra a zeuas war-benn hent dezhañ ; bloaz war-lerc'h e voe an eured[2]. E 1919 e voe ganet o merc'h Adrienne. Tri bloaz goude e prenas ar c'houblad un ti e Royan (Charente-Maritime)[3].

E miz Kerzu 1927, hag eñ oadet a 62 vloaz, e voe anvet Paul Dukas da gelenner e Skol sonerezh Paris[4].

Un annez d'ar c'houblad a oa c'hoazh e Paris ; eno e varvas ar sonaozour d'ar 17 a viz Mae 1935, oadet a 69 bloaz.

Niverus eo ar skolioù sonerezh a zo bet anvet en enor da Baul Dukas, en o zouez ar Skol Paul-Dukas e Paris.

Laz-seniñ
  • Polyeucte, Dukas|Polyeucte, 1891
  • Goetz de Berlichingen, Dukas|Goetz de Berlichingen, 1883
  • Le Roi Lear, 1883
  • Symphonie en ut majeur de Dukas|Symphonie en ut majeur, 1895–1896
  • L'Apprenti sorcier, 1897
Sonerezh kambr
  • Villanelle, Dukas|Villanelle, evit korn ha piano, 1906
Piano
  • La plainte, au loin, du faune..., 1920
  • Prélude élégiaque, war anv Haydn, 1909
  • Sonate en mi bémol mineur de Dukas|Sonate en mi bémol mineur, 1901
  • Variations, interlude et finale sur un thème de Rameau, c. 1899–1902
Kan
  • Sonnet de Ronsard, 1924
  • Vocalise, pour voix et piano
  • Hymne au soleil
  • Sémélé et Velléda
Sonerezh koroll
  • La Péri, 1911
Opera
  • Ariane et Barbe-Bleue, 1907

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Dominique Missika, Thérèse, Le grand amour caché de Léon Blum, Paris, Alma, 2016, (ISBN 978-2-36279-181-9)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) France Musique
  2. Missika, pp. 90-92.
  3. Missika, p. 107.
  4. (fr) Anne Bongrain : Le Conservatoire national de musique et de déclamation, 1900-1930, Pariz, Vrin, 2012, p. 315 (ISBN 978-2-7116-2398-3)